Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Micha Riou (1993 - ?) & Gwastell ar Rouaned

Skrivet gant: 

Div zanevell a ya d’ober al levrig-mañ. Skrivet int bet evit ar re nesañ da gentañ-penn. Kinniget int deoc’h-c’hwi, lennerien, bremañ.
Er gontadenn gentañ ez eer da-heul Micha Riou. Emañ-hi o stourm ouzh ur c’hleñved kriz, ha bihan eo he yec’hed. An enkrez, ar frealz, ar spi, sed aze ar soñjennoù a zo o virviñ e penn ar vaouez yaouank p’emañ-hi o skeiñ etrezek bali Dajot, dreist da borzh-goñvers Brest : etrezek ti Tual Appere emañ o vont.
An eil istor zo bet skrivet deiz-ha-deiz evit Gwenael, breur ar skrivagner, pa oa-eñ o stourm ouzh ar c’hleñved. Ur marvailh burzhudus eo da glask teurel frealz ha spi. Lonket eo bet favenn gwastell ar Rouaned gant Arzhur Paugam. Ur santimant estonus a zouster a zo kroget ennañ. Penaos e troio an traoù bremañ ? Ha chom a raio Arzhur mestr war e blanedenn ?

Ti-embann: 
Dastumad: 
ISBN: 
978-2-7368-0167-0
Bloaz: 
2023
Niver a bajennoù: 
108
Ment: 
11x18
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
9,00 €
trouducru