Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Karnedoù un ergerzhour difiñv

Skrivet gant: 

« E gwirionez ne c’heller lavaret ec’h anavezer mat ur gêr nemet pa vezer troad-ouzh-troad gant ar boblañs. Daremprediñ bemdez paour ha pinvidik, kozh ha yaouank, lart ha treut, bihan ha bras, kamm ha tort, fur ha foll, eno emañ ar gwir zalc’h, » eme Herve Gouedard er pennad-skrid kentañ a c’heller lenn en dastumad-mañ. A-drugarez da Herve Gouedard, baleer-bro kizidik hag aketus anezhañ, e c’hellomp kantreal un tamm e pep lec’h e Breizh, Sant-Brieg ha trowardroioù porzh al Lege evel-just, ha pelloc’hik Binig, Plerin, Porzhig, Sant-Ke, Beg-an-Arc’houest...
War ar memes tro e reomp anaoudegezh gant tud a bep seurt, martoloded, barzhed, reuzeudien, tud vrudet evel Yann Gonan, Louis Guilloux, Jules Verne pe Turner ha kaout un tañva saourus eus istor hor bro dre e gantreadennoù niverus ha liesliv.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-7368-0145-8
Bloaz: 
2020
Niver a bajennoù: 
224
Ment: 
13 x 20
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
14,00 €