Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

An Ilias

Skrivet gant: 

Lod ac’hanomp o deus dalc’het soñj marteze eus ar c’hentelioù lise ma veze sachet ar gaoz war droioù-kaer ha kurioù harozed brezelioù Troia. Hogen mard eo bet a holl-viskoazh mil-anavezet Ilias hag Odisseia Homeros, den, avat, e Breizh, ha deomp da c’houzout bepred, n’en devoa klasket o c’hinnig d’ar vrezhonegerien eus hon amzer-ni en o yezh.
« Ar pezh ez it da lenn amañ da heul n’eo netra nemet boulc’hadenn ul labour meur ha war hir-dermen ez aio kalz a vloavezhioù d’e gas da benn. Ne vennen ket koulskoude gortoz ken na zeuje dent da Varc’h-Koad Troia evit lakaat Kan kentañ Ilias Homeros dindan daoulagad Yann-Vrezhoneger. ’Michañs en devo hennezh e walc’h a blijadur oc’h adkavout Akilleus o vrezhonegañ... Lennegezh ar brezhoneg diouzh he zu, a serro un oberenn all c’hoazh en he yalc’h, unan savet en ur yezh am bo graet va seizh gwellañ d’he skrivañ reizh ha difazi... Da bep lennerez pe lenner da lavarout hag-eñ e vo bet tizhet ar pal, » eme Paskal Tabuteau en e bennad-digeriñ.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-7368-0114-4
Bloaz: 
2016
Niver a bajennoù: 
52
Ment: 
13x20
Skignet gant: 
Coop Breizh
Troet gant: 
Yezh(où) ar produ: 
9,00 €