Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Goude J.-K.

Skrivet gant: 

"— Ne nac’han ket o doa Tadoù an Iliz amprestet un nebeud neuzennoù prezeg digant an hen skrivagnerion, a respontas Vezirtzís. Bez’ e oant padal enebourion touet an desaverezh klasel hag an hen sevenadurezh. […] Kousiadur an Hellenegezh gant an Iliz a voe ken aketus ken e voe rediet Helleniz da cheñch anv, da vezañ anvet Romeed, Romiz pe Greged. War murlivadurioù ’zo er Menez Santel ez eus derc’hennet e-ser ar sent hag an aeled un nebeud prederourion, Aristoteles, Platon, Sokrates, Pitagoras. An holl anezhe a zoug ur gurunenn, dezhe ur barv hir, ha gwisket int evel priñsed vizantat. Pep hini a zalc’h ur papiruz en e zorn, skrivet warnañ ur frazenn faltaziek oc’h embann, da skouer, anien dreindedel Doue. Gouzout a reer e klaskas an Iliz kevrediñ outi ar furion gozh, ar re n’he doa ket tizhet diskar da nebeutañ, o falsañ o freder. Daoust ha ne vez ket desket ouzhpenn da skolidi an eil derez he deus legadet an Henamzer he sevenadurezh da vBizañs? Ar gristeniezh, mignon ker, ne gendalc’h ket an Henamzer, dont a ra d’he heul evel ma teu an noz da heul an deiz. An doueoniezh a zinac’h ar brederouriezh. An hini gentañ a respont da bep tra, endra oar an eil goulenn dreistholl."

Bet ganet e 1943 en Atena hag o vevañ abaoe 1968 e Bro-C’hall hag e Bro-C’hres e skriv Vasilis Aleksakis en div yezh, galleg ha gresianeg. Oberennoù niverus en deus savet, meur a hini anezhe bet prizet en div vro.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-9525135-8-6
Bloaz: 
2013
Niver a bajennoù: 
262
Ment: 
14,5 x 20,5
Troet gant: 
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
12,00 €