Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Ar marc’heg na oa ket anezhañ

Skrivet gant: 

Setu amañ levrenn ziwezhañ « Hon Hendadoù » (I Nostri antenati), trilogiezh Italo Calvino. ur romant-marc’hegiezh eo hennezh, ma’z eo dezrevellet taolioù-kaer kadourien arme Karl Veur.
Krog eo an impalaer da vezañ un tammig kabac’h, ha lod eus marc’heien e arme n’int nemet brabañserien. Gwellañ marc’heg an arme frank eo Agilulf. Hogos peurvat eo : stourm a ra evit ar Feiz santel, heuliañ a ra aketus reolennoù ar Varc’hegouriezh, difenn a ra vertuz ar Vaouez hag e houarnwisk a chom gwennkann bepred. Hogen mankout a ra un dra bouezus dezhañ : n’eus ket anezhañ ! Ken goullo all eo penn e skoedour Gourdoulou, hag a gred dezhañ eo-eñ kement tra en em gav war e hent.

Hag iskis ivez tudennoù all ar romant. Daoust d’an ton fentus, buhezek ha goapaus ma vez kontet avañturioù pikaresk an tudennoù, daoust ha ne vefe pal ar re-se klask respont d’ar goulenn : Petra eo « bezañ » ?

ISBN: 
978-2-86863-199-2
Bloaz: 
2020
Niver a bajennoù: 
194
Ment: 
11x18
Troet gant: 
Yezh(où) ar produ: 
11,00 €