Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Skrivagnerezed 7

Skrivagnerezed 7

Jann Jouan a Gervenoael
1873-1956

En ur vro, tost d'hon hani-ni, eh eus koefoù ront àr hir, bras èl un delenn kistin pleget dre an hanter. Da betra e servij an tammig teod kazh-se àr lein ar penn? A-dra-sur nend eo ket evit parraat doc'h an heol eo. Tuchant ne chomo mui lec'h evit lakaat men ur spilhenn enne.
Klevet em eus lâret -ne ouian ket mard eo gwir- penaos gwezharall, er vro-sen ar c'hoefoù a oa ivez hir ha ledan èl dre-mañ; mes un deiz ur c'hleñved bras a gouezhas àr ar c'hizhier. Setu levenez vras e rouantelezh ar razhed. Holl em zastumont, ha bemdez e veze chervad gete. Mes emberr ar bevañs a vihanaas: debret o doa ar pezh a oa moaiand da chaokiñ. Ret-mat e oa bet dezhe enta esae kavet boued arall. Un noz, etre ma oa kousket an holl, un nebeud ag al loened-hont em dolpas er vro-se a gomzan deoc'h anezhi hag en em lakaas da grinat troenn ar c'hoefoù; rak, èl ma ouiit, troennoù ar c'hoefoù a vez ampezet hag ar razhed a blij bras an ampez dezhe. E welet o c'hoefoù dispennet, ar merc'hed-se, staget start doc'h o danvez, ne vennazont ket dispign ar gant evit o reneveziñ.
Neoazh, kentoc'h evit chom diskabell, int a zougas èl-se relegoù o c'hoefoù! Adal ar prantad-se, giz ar c'hoefoù krignet a chomas er vro.

Jeanne Jouan de Kervenoael. Sinañ a rae Guérénennig Breih.

Evit ar merc'hed, àr ar c'hoefoù, Dihunamb 8, C'hwevrer 1906.

Tennet diwar al levr Torkad, embannadurioù Al Lanv