Blaz ar vuhez
Written by:

Embannet en deus Tugdual Kalvez dastumadennoù barzhonegoù e galleg ha divyezhek. Houmañ eo an hini gentañ e brezhoneg penn-da-benn. Un nebeudig hepken eus an testennoù-se 'zo bet embannet e-barzh “Al Liamm” ha “Skrid” dreist-holl. E zastumadenn bennañ eo, eizh barzhoneg hag hanter-kant enni, savet etre 1968 ha 1996. A zoareoù disheñvel int: lod diwar santimantoù an endon, lod taolennus, reoù all aroueziek pe “politikel”; diwar un awen liesdoare, dibab pe ur menoz diazez (a zegas da soñj ez eo prederour); a-wechoù hir, a-wechoù berr-tre, lod gant enklotennoù, lod hep rim... Peadra da reiñ un tañva eus blaz ar vuhez. Livadur ar golo gant Arzela Kalvez.
Publisher:
ISBN:
2-86863-115-0
Year:
1999
Number of pages:
72
Dimensions:
14,8 x 21
Langage(s) of the product:
Genre:
9,00 €