Ar prenestr arc'hant
Written by:
Illustrated by:

Anavezet eo Per Pondaven evit e labourioù war ar brezhoneg (anvioù divoutin, bed ar mor...). Ne oa ket anavezet tamm ebet e varzhonegoù, manet diembann betek-henn. Kreñv ha don int koulskoude, berr o stumm, levezonet kenañ gant brezhoneg arvor Bro-Leon, an hini a rae gantañ bemdez. Un den a furnez e oa Per Pondaven o prederiañ etre e sae hag eñ war follentez ar bed, sed e kaver soñjoù du en enno alies, ha bez’ ez eus anezho ul lidadenn wir en enor d’an natur ha d’ar mor dreist-holl. Ar mor, e vuiañ karet, en deus lonket bag ha den un devezh yen e miz Genver 2008.
Diwar zorn Pierre Guerrier eo ar skeudennoù savet a-ratozh evit mont gant ar pezhioù barzhoniezh an dastumad, ha gant Cheun ar Gall eo bet savet ar rakskrid.
Publisher:
ISBN:
978-2-916835-25-9
Year:
2011
Number of pages:
120
Dimensions:
14,8x21
Langage(s) of the product:
Genre:
12,00 €