Mall achap! ha danevelloù all
Written by:

An dek danevell a ya d’ober an dastumad-
mañ a zo bet urzhiet diouzh red an amzer eus ar VI vet kantved betek hor c’hantved-ni. Drezo e c’hellot beajiñ en istor Bro-Leon ha Brest. Savet int evel teulfilmoù hag a ro tro da zaremprediñ sant Houarnev alias sant Herve pe Salaun ar Foll er Grennamzer, koulz hag harozed an emsav micherour e Brest-ar-gêr-ruz e deroù an XXvet kantved. Un danevell a ra anv eus prantad kentañ an Adsavadur e Brest, pa oa rivinet kêr ha p’edo an dud o chom e barakennoù.
Meneg a zo ivez eus troioù espar c’hoarvezet en hor mare, gant darvoudoù
dreistordinal hag a zifluk er vuhez pemdeziek, un doare dezrevell pleustret c’hoazh gant an aozer en e zastumad kentañ, Koroll an dasorc’h.
Publisher:
ISBN:
978-2-7368-01-73-1
Year:
2023
Number of pages:
218
Dimensions:
13x20
Distributed by:
Coop Breizh
Langage(s) of the product:
Genre:
12,00 €