Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Karantez ha Karantez ha barzhonegoù all

Pan oa deuet er-maez Karantez ha Karantez e 1977 e voe un darvoud hag a cheñchas penn-da-benn doareoù al lennegezh vrezhoneg, met ivez doareoù ar gevredigezh vrezhoneg adalek neuze. Evit ar wezh kentañ e lenned hag e selaoued trivliadennoù ur varzhez deuet eus deun he c’hreizon, hep kuzhat tra, hep lakaat ur gwiskamant a bilpouzerezh goulennet ordinal gant reolennoù strizh ar gevredigezh. Gant Naig Rozmor ez eus lakaet aze ur maen-bonn : hiviziken e c’haller komz eus santimantoù, eus aktoù a garantez, eus an darempredoù revel… e brezhoneg ivez. Pell omp diouzh spered Feiz ha Breiz. E vezer gant ur frankiz da zieubiñ ar mennozhioù evel m’eo dleet. Hag ar brezhoneg eo an arm karetañ da Naig Rozmor evit lakaat fraezh ha sklaer he mennozhioù, he soñjoù, he santadurioù. En hent ema reveulzi ar speredoù.

Ouzhpennet ez eus bet un nebeud barzhonegoù all bet savet goude 1977, barzhonegoù hag a zalc’h gant ar memes spered diyevañ o c’horfkenn d’an dud bac’het en ur gevredigezh strizh.

Publisher: 
ISBN: 
978-2-917681-44-2
Year: 
2023
Number of pages: 
110
Dimensions: 
14,50 x 20,50
Distributed by: 
Kuzul ar Brezhoneg
Langage(s) of the product: 
9,00 €
trouducru