golo_9782916835761
search
  • Marv an arc'heskob
  • golo_9782916835761

Marv an arc'heskob

14,00 €
Taos ebet

Roma, diskaramzer 664. Wighard, arc’heskob Canterbury, a zo bet kavet marv e palez al Lateran. Gwarded ar palez o deus harzet ul lean iwerzhonat, Ronan Ragallach, tra m’edo o tec’hout diouzh ranndi Wighard. Daoust ma nac’h Ronan bezañ kablus ez eo kendrec’het an eskob Gelasius, e karg eus aferioù ar palez, ez eo ur muntr politikel; Wighard a zo bet drouklazhet da heul trec’h pennoù an iliz angl-ha-sakson a-du gant Roma war re an Iliz Keltiek da geñver sened Whitby. Muntr Wighard a c’hellfe digeriñ brezel etre ar rouantelezh sakson hag Iwerzhon ma ve tamallet Ronan hep prouenn, setu perak eo karget ar c’hoar Fidelma hag ar breur Eadulf eus an enklask. Tud all a varvo avat a-raok ma vo diskoulmet an afer iskis-se.“Marv an arc’heskob” eo eil enklask ar c’hoar Fidelma. Un heuliad a ra berzh er bed a-bezh pa’z eo bet troet en un ugent yezh bennak. Savet eo ar romantoù gant Peter Tremayne, un arbennigour war sevenadur ar Gelted kozh.Troet diwar ar saozneg gant Jean-Michel Mahe.

Niver
Pezhioù diwezhañ e stok

9782916835761

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Peter Tremayne
Troerien
Jean-Michel Mahe
Tiez-embann
An Alarc'h
Pajennoù
404
Deiziad embann
2016
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
395
Ment (cm)
19,0 X 12,0 X 2,7