- Nevez

War-lerc’h marv e dad e rank David Balfour kuitaat Ettrick, e gêriadenn c’henidik, ha mont da gaout e eontr Ebenezer. Un den gwall fallakr eo hennezh avat, a fell dezhañ miret an hêrezh evitañ e-unan. Goude bezañ klasket lazhañ David e werzh anezhañ da gabiten ar brig Covenant. Setu krog beaj ha troioù-kaer ar paotr yaouank 17 vloaz, a-dreuz Bro-Skos. Mont a ra da heul Alan Stewart, ur stourmer skosat dispont ha faro war dec’h diouzh « chupennoù ruz » an arme saoz.
Fichenn deknikel