Dindan pavezioù Gwengamp
search
  • Dindan pavezioù Gwengamp
  • Dindan pavezioù Gwengamp
  • Dindan pavezioù Gwengamp

Dindan pavezioù Gwengamp

10,00 €
Taos ebet

Hast en deus Edern, skolajiad, da vezañ e vakañsoù-hañv! P’emañ o chom e Gwengamp e c’hello mont d’ar stêr da besketa, pe d’an aod da gouronkañ gant e vignon Gurvan hag e gendirvi. Labour zo koulskoude: ret eo dezho diac’hubiñ kav ti Edern. Un dizoloadenn iskis a reont, avat: un nor goad houarnet e foñs ar c’hav, gant un enskrivadur e brezhoneg a-us dezhi… E-keit-se e c’hoarvez un toullad laeroñsioù kevrinus e stalioù Gwengamp, ha n’a ket an enklask war-raok: den ne oar penaos o deus graet al laeron, na dre belec’h int tremenet. Ha dont a ray a-benn an daou grennard, asambles gant Koupaia hag Aodren, da ziskoulmañ an afer? Tad Edern, hag a zo gouiziek, a c’hellje reiñ sikour, met pell ’zo n’en deus ket roet keloù. Ar c’hi Gradlon bepred, daoust ma n’eo na moan na gwall vibin, a zo mennet da reiñ skoazell! Kaset e vo an dud yaouank dre hentoù danzouar Gwengamp, lec’h ma teskint kalzik war istor ar vro, gant plijadur hag un tamm aon war un dro…

Niver

9782381900377

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Herve Seubil gKernaudour
Skeudennaouerien
Lena Herpe
Tiez-embann
An Alarc'h
Pajennoù
158
Deiziad embann
2024
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
160
Ment (cm)
12,0 X 19,0 X 1,2