• Nevez
Al Liamm 473
search
  • Al Liamm 473

Al Liamm 473

7,00 €
Taos ebet

Peadra da veajiñ, da brederiañ, da zeskiñ…
Gant ar barzhonegoù ez eer da gentañ da bourmen en natur dre Ar wenojenn a gas da benn all ar park, gant Mai-Ewen. Donoc’h e kas Herve Bihan ennomp gant Stelennoù, ha bamet e chom R.J. Kernoa dirak he zammig bro e Ra vevo ar Groazig.
Da gouesket bremañ! Sed aze ar ganaouenn savet gant Gwendal Le Ruyet, da ganañ d’ho pugale p’emañ o noziñ.
En amzer-dremenet e vez beajet en danevelloù kinniget en niverenn-mañ. E Beuzet evit ar Vro villiget e kas Herve ar Gall soñj deomp eus ar pezh a oa c’hoarvezet gant an dud skrivet o anv e monumant ar re varv Groñvel. An dianav a rog ac’hanon, gant Jo an Duigou, a ra al liamm etre Anna Vreizh bet goulennet ganti ma chomfe he c’halon e Breizh ha petra eo bezañ Breizhad pe Vreizhadez hirie an deiz. Lan Tangi a ro deomp un tañva eus pegen luziet e oa an traoù e penn-kentañ ar bloavezhioù 1940, gant Komandant Boticelli ha ne ouier ket re eus peseurt tu e oa d’ar mare-se. En ur bed, pe c’hoazh ur mare ma oa bev-mat an Doueed war an Douar e kas ac’hanomp Cherm ar Bloaz, gant Bleizez war-neñv, ur seurt kontadenn kentelius ha kriz war un dro. Evit echuiñ al lodenn-mañ e kinnigomp deoc’h (ad)lenn Puñs ar fur, gant Paskal an Intañv, e zanevell bet priziet er bloaz-mañ gant ti-kêr Karaez.
El lodenn Istor sokial ar brezhoneg e laka Erwan Hupel war wel, just a-walc’h, penaos e vez troet ar vrezhonegerien da skrivañ diwar-benn an Istor. Dizoloit, gant Istor ar romantoù… istor, penaos ar skrivañ a c’hall stourm a-enep an ankounac’h.
Gant Youenn Kaloneg e tistroer da vare ar Romaned. Gant Taolenn Peutinger e tispleg deomp, ar wech-mañ, penaos e oa bet krouet ar gartenn divent-se. 
Skrid pe skeudenn ? Sed aze ur goulenn pouezus a glask Fulup Lannuzel kaout un tamm preder warnañ. D’ur mare ma tremener kement a amzer dirak ur skramm ez eo poent en em soñjal un tamm war an implij hon eus anezhe.
Un danevell fentus eo a lenner diwar dorn Saki (Hector Hugh Munro), troet gant Jean-Michel Mahé. Louise a gont deomp, gant kalz a vousfent, istor Jane Thropplestance, brasañ penn skañv ar Middlesex, o klask war-lerc’h he nizez, ankouaet-mik ganti !
Da vare Gouel al Levrioù e oa bet roet priz Langleiz da Iwan Couée. Ur brezegenn fromus en doa disklêriet ha kaset deomp war-lerc’h. Prezegenn-drugarekaat e sigur Priz Langleiz 2025 a c’haller lenn neuze en niverenn-mañ.
Da-geñver kantvet deiz-ha-bloaz krouidigezh Gwalarn hon eus diskoachet un diell nevez. Gwalarn, bet skrivet gant Per Denez e 1950, a lâr deomp peseurt efedoù a oa bet gant al lusk-se 25 bloaz goude e c’hanedigezh. El lodenn Dielloù eo bet lakaet ivez un destenn skrivet e 1934 e-barzh ar gelaouenn Feiz ha Breiz, gant Roparzh an Aodig : Ar brezhoneg er skolioù. Diskoachet eo bet gant Paskal Tabuteau a zispleg deomp pegen taer e vez c’hoazh ar Stad c’hall e-keñver yezhoù all he ziriad.
Adkavout a reer, e fin an niverenn, an Heklev sevenadurel. Pennadoù-barn al levrioù (A-dreuz lenn, Petra nevez ?), pe an Notennoù diwar-benn buhez sevenadurel hor bro.

Niver

KE-AL-0473

Fichenn deknikel

Tiez-embann
Al Liamm
Pajennoù
120
Deiziad embann
2025
Yezhoù
Breton
Niverenn (Kelaouenn)
473
Pouez (g)
169
Ment (cm)
13,5 X 21,0 X 0,8