• Nevez
Ober ar peoc’h er rannvedoù
search
  • Ober ar peoc’h er rannvedoù
  • Ober ar peoc’h er rannvedoù
  • Ober ar peoc’h er rannvedoù

Ober ar peoc’h er rannvedoù

20,00 €
Taos ebet

Boaz ar broadoù, heñvel ouzh hini an dud, a gas anezho d’en em gannañ kousto pe gousto. Betek 1945 e oa ar c’hevandir europat ar c’hentañ tachenn-vrezel. Gant diazezañ Kumuniezhioù Europa e voe kadarnaet gwallreuzioù ar brezelioù bed ha savet mennozhioù ar peoc’h hag ar c’henober. A-gevret e ra berzh Europiz. En enep n’o deus c’hoant gouzout ebet evit an emgavioù habask war ar c’hevandirioù all : kenderc’hel a ra meur a vro da glaoustreañ war ar vellgarouriezh o werzhañ armoù. Aet un hanterkantved hebiou ha kinnig a ra ar frank eskemm bedel kas gantañ tostadur ar rannvedoù. Ma skoazell ar gevalaouriezh diharz da ziorren rannvedoù zo e torr ar c’hengred. Lezet e vez ar re baourañ war vord an hent. Klasket e vez neuz un diskoulm bennak en ur ragain a vroadelouriezh. Ret eo adijinañ ar c’hengred dre zigeriñ ar broadoù d’o amezegezed ha dre aozañ darempredoù etre ar rannvedoù. Dre m’eo diazezet an enframmadurioù rannvedel, a ya pelloc’h eget ar c’henwerzh, war ar fiziañs hag ar c’hengred a vag ar re greñv ouzh ar re wan, e kinnigont doareoù ober e servij an holl dud. Kenanavezout an taolioù-arnod-se zo un neudenn heñchañ e milendall ar bedelaat. 

Reizhaouer eo Jacques Ténier, kargad a gentelioù e skol-veur Roazhon II hag e Ensavadur studioù politikel Roazhon. Lavaret en doa prezegennoù diwar-benn tostadur ar pobloù hag ar c’henoberoù etre broioù amezek e Amerika hag Azia ar Su, hag e Afrika ar C’hornôg. Kelenner pedet gant skolioù-meur Guangxi, Nanning, Sina, 2016 ha Liège, Belgia, 2017. Kemer a ra perzh e oberoù kengret e Burkina Faso hag e Haiti. Skrivet en deus : Intégrations régionales et mondialisation (La Documentation française 2003) ha Politiques pour une petite planète (Presses universitaires de Liège, 2021, embannadenn vrezhonek, TIR, 2023).

Niver

9782917681695

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Jacques Ténier
Troerien
Patrice Marquand
Tiez-embann
T.I.R.
Pajennoù
184
Deiziad embann
2025
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
263
Ment (cm)
14,5 X 20,5 X 1,1