• Nevez
9782736802011-978-2-7368-0201-1_wb
search
  • Skoulmoù ar yezh
  • 9782736802011-978-2-7368-0201-1_wb

Skoulmoù ar yezh

13,00 €
Taos ebet

« E pep frazenn, e pep skrid, e pep lavar,

bemdez,

hep gouzout dit,

e stagez war-gil ar ger diwezhañ gant an hini kentañ,

e skoulmez dibenn ha penn-kentañ da vuhez,

ar marv hag ar vuhez – orin

e veskez

c’hwezadennoù an dremenvan

hag huanadennoù an orged. »

Ur veaj e kalonenn ar vuhez eo Skoulmoù ar yezh. Ar vuhez komzet, hiboudet, dibunet, adalek prantad kentañ ar vuhez, a-raok genel zoken, betek ar marv. Peseurt pouez gant ar yezh er veaj-se? Peseurt levezon o devo ar gerioù kentañ klevet gant ur bugel digant e dad pe e vamm? Ur sellad lemm ha fur war hor prantadig buhez war an Douar eo hini ar barzh, gant e lod a blijadurioù, a drubuilhoù, a wallhunvreoù rak gwall vresk eo Mab-den, hag eñ lusket gant nerzh ar vuhez ha lanv ar marv.

Niver

9782736802011

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Jean-Yves Broudic
Tiez-embann
Al Liamm
Pajennoù
112
Deiziad embann
2026
Yezhoù
Breton
Skignet gant
PLM Diffusion
Pouez (g)
135
Ment (cm)
13,0 X 20,0 X 0,9