

E rann ar barzhonegoù hon eus emgav gant « Mangezenn MTSANDADOUA » P. Tabuteau. G. Le Ruyet a fizia ennomp « Petra a welan ? » ha Mai-Ewen, hi, zo prederiet gant « Riskladur ar yezhoù ».
T. Châtel a gan laouen « War-zu Kernow » da-geñver bodad 2024 an Drouized e Kerne-Veur.
Stank eo an danevelloù p’eo pemp a vez kavet ar wech-mañ : « Un torfed evit netra » gant Y. Kaloneg ; « Eüruzamant ec’h eus tud da ziwall hon bed » gant D. Allain ; « Deomp ni hon-div ! » gant P. Hervio ; « Un trid d’e galon » gant C. ar Bloaz ha « Balafennoù er stomok » gant J. Leclerc de la Herverie.
Kenderc’hel a ra Erwan Hupel gant Istor Sokial ar Brezhoneg ha furchal eus tu micherioù zo. « Ur c’hemener n’eo ket un den... », gwall zisprizet eo bet ar gemennerien gwechall war ar seblant.
Savet en deus G. Morin ur studiadenn skol-veur dindan renerezh R. ar C’hoadig : « An droukziforc’h a-enep ar brezhoneg e Breizh ». Desket e vez ur bern traoù e-serr ar 26 pajennad.
A-raok serriñ an niverenn fonnus-mañ, taolit ur sell ouzh an Heklev Sevenadurel a ginnig : A-dreuz lenn, Petra nevez ? ha Notennoù.
Fichenn deknikel