Al Liamm 426
search
  • Al Liamm 426

Al Liamm 426

7,00 €
Taos ebet
Pelec’h emañ an eien glan ? Gant ur fichell wevn e vo diskoachet, eme G. Ihuellou en he barzhoneg Fichell-fichellig. Da heul e teu Ar galon c’hoañver gant Y. Guillamot ha Va Nevedennig gant Kervalan. Kanaouenn F. Lannuzel Gwerz Sant Eosten a zo war don un hunvre leun a loened mojennel.

Div zanevell a zo bet priziet e koñkour danevelloù KLT 2017 : N’on ket evel ar re all gant P. an Intañv ha Sorc’henn gant Y. ar Gov. War danvez ar follentez e oa da bleustriñ. Lakaet o deus paotredigoù da vevañ gant ampartiz pe fent. Gant danevell Y. Gerven Ar c’herzed sa Canossa, e pleustrer an hent da dapout evit lakaat e zibaboù buhez da vezañ degemeret.

Ur skrivagner puilh a fed skridoù a gaver er rann Skrivagnerien, al Leonad Mikael Madeg, ar blijadur skrivañ istorioù. Ur studiadenn blijus a zo bet savet gant C. Choplin Dornad plu ar barzh divroet, diwar benn Youenn Gwernig, ha studi e skridoù bet bodet en Un dornad plu, e 1997.

El lodenn ziwezhañ Al Liamm e kaver A-dreuz lenn ha Petra nevez ? Un digarez da ginnig un druilhad levrioù bet lennet ha dielfennet gant ar skipailh. Heuliet int gant an Notennoù. Talvoudus e vo roll klok ar pennadoù bet embannet e 2017 el Liamm, urzhiet dre zanvez ha dre skrivagner.
Niver

KE-AL-0426

Fichenn deknikel

Tiez-embann
Al Liamm
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Niverenn (Kelaouenn)
426
Pouez (g)
160
Ment (cm)
13,5 X 21,0 X 0,6