- Nevez
Al lenner n’en devo ket hir amzer o lenn danevelloù nevez Goulc’han Kervella. Ouzhpenn m’eo ar brezhoneg eus an troc’h kentañ, ez eus danvez prederi sof-kont en danevelloù kinniget en dastumad-mañ, istorioù gwriziennet don er Vro-Bagan evit kalz anezho. Fent ha mousfent, goaperezh tro-ha-tro hag alies ur preder don war an darvou-doù skrijus, alies mat, a c’hoarvez er bed hiziv an deiz. Tud a bep seurt bro, a bep seurt orin, gwallgaset er gevredigezh hag int disheñvel mat diouzh ar re all, tud taolet war hent an harlu e Gaza, tud boureviet en Israel. Bed kevrinus ar mojennoù hag an Anaon n’emañ ket pell kennebeut, ul lod bev eus hor glad.
Fichenn deknikel