Mondo hag istorioù all
En danevelloù-mañ e reer anaoudegezh gant bugale. Ne vern pegen paour ez int, ne vern eus pelec’h e teuont, eus Mec’hiko Nevez, eus Island, pe eus lec’hioù all dianv, an holl o deus traoù da zeskiñ deomp. Rak int a oar santout ar gouloù a flour ar c’hroc’hen, arvestiñ ouzh an dezerzh gant o c’horf a-bezh, komz ouzh al loened, degas respontoù da c’houlennoù mut an dud. Emaint holl o klask frankiz, gwirionez, karantez, gouezoni ha kaerder an natur, ha pa rankfent evit-se pellaat diouzh ar skol, diouzh ar gêr vras, diouzh o zud kar, ha tremen hep gerioù a-wechoù. Daniel-Sinbad a guita kêr da vat evit mont da welet ar mor; Kroaz-Vihan a ra anaoudegezh gant Saquasohuh, doue ar gouloù hag ar marv; Alia, a zo o vevañ e-mesk al lastez hag al lochennoù dirapar, a gej gant karantez Doue; Gaspar ac’h a da chom er gouelec’h gant maesaerien eus ar vro… Pep hini anezhe, leun a furnezh hag a youl, a gas ac’hanomp d’un hir a veaj tonket da gendoniañ hon ene gant didrouz ar bed ha lusk an elfennoù.
Fichenn deknikel
- Skrivagnerien
- J.M.G Le Clézio
- Troerien
- Joel Donarzh
- Tiez-embann
- An Alarc'h
- Pajennoù
- 330
- Deiziad embann
- 2024
- Skignet gant
- Kuzul ar Brezhoneg
- Pouez (g)
- 315
- Ment (cm)
- 12,0 X 19,0 X 2,3
- EAN-13
- 9782381900346