- Nevez

Pevar skrid a ya d’ober an dastumad-mañ. En hini kentañ, Skubañ ar mor, en em gaver e Breizh er bloavezh 1914 hag aet eo diwar wel Kolaz Mibin, ur paotr kozh anezhañ. Kaset eo ar c’homiser Filochard war an tach, eus a Bariz, evit diluziañ an afer. Ur muntr a zo bet, kredapl, ha kerkent e soñj da Filochard en deus kavet ar muntrer e-touez an enezidi ha dre lizher e tispleg pep tra d’e vamm. Skrijus ha mantrus an degouezh pa vo disoc’h an afer avat.
Evit an eil skrid, Koulzad ar sivi, en deus adaozet Paskal Hervio ur romant bet skrivet gantañ : Texüe, tasmant kastell Brest. En dro-mañ avat ez eus bet degaset ul luziadell a bouez : skarzhet eo bet al lizherenn E, setu ma c’heller lenn un istor disheñvel mat a-benn ar fin hag ar yezh gwariet un disterig hag ar c’heriaoueg bet dibabet a zegas kalz fent.
E dibenn al levr ez eus div zanevell aet ar maout gante e kenstrivadeg Ti ar Vro Kemper hag embannet er gelaouenn Al Liamm.
Fichenn deknikel