

Abaoe fin an XIXvet kantved ez eus bet yezhonourien o tastum pinvidigezh ar brezhoneg hag o notennañ hag adnotennañ geriadurioù o diagentidi gant evezhiadennoù, skouerioù, arsterioù ha gerioù a vanke. Yezh pemdeziek ar gevredigezh a oa o cheñch d’ar c’houlz-se, hag a gemmas kalz war-lerc’h ar brezel-bed kentañ.
Émile Ernault (1852-1938), unan eus kenlabourerien ar Revue Celtique, a boueze kalz evit ma vefe miret ha dastumet an abretañ ma c’helled ar binvidigezh-se. Beleien dreist-holl, abalamour d’an darempredoù o doa en o farrez gant holl rummadoù tud ar gevredigezh, abalamour ivez d’o barregezh ha d’o gouiziegezh war ar yezh skrivet ha komzet a gasas ul lodenn vras eus an dastum war-raok.
Étienne, Vallée ha Bourdellez o deus notennet ha graet evezhiadennoù war geriadur brezhoneg-galleg ar Gonideg. Diembann betek-henn, o notennoù a zo bet studiet ha kempennet evit an embann gant Herve Sebille Kernaudour. Eñ ivez en doa graet war-dro embannadur “Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute Cornouaille” e 2014 (diwar dornskrid diembann F. Vallée).
Herve Sebille Kernaudour, ganet e 1957, a zo arbennigour war ar c’hoariva brezhoneg ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved. Embann a ra ingal pennadoù er gelaouenn hor Yezh hag Al Liamm a embann e varzhonegoù.
Fichenn deknikel