Trajedi santez Julit ha sant Sir he mab
search
  • Trajedi santez Julit ha sant Sir he mab

Trajedi santez Julit ha sant Sir he mab

22,00 €
Taos ebet
El levr-mañ e kinniger embannadur burutellet "Trajedi santez Julit ha sant Sir he mab". Ar pezh-c’hoari-mañ zo ur skrid eus an XVIIIvet kantved, da lavaret eo eus amzer ar brezhoneg rakvodern, a ya eus kreiz an XVIIvet kantved betek an Dispac’h gall. Bez’ ez eo unan eus ar skridoù a ya d’ober korpus puilh ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg. O vezañ ma n’eus bet studiet nemet un nebeut re eus ar skridoù-se, n’eo ket anavezet mat o levezon an oberennoù-se war ar yezh skrivet.Ouzhpenn daou vil gwerzenn a zo en drajedienn-mañ, a zo kizellet brav kement ha leun a c’herioù a c’hiz kozh war un dro.En embannadur-mañ ez eus kinniget ul lodenn diwar-benn ar yezh hag ul lodenn all diwar-benn istor azeulerezh santez Julit ha sant Cyr. Patrick Le Besco zo ur yezhour a labour war ar brezhoneg. Kemeret en deus perzh e meur a enklask rannyezhel e Breizh hag embannet meur a studiadenn.
Niver

9782917681541

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Patrick le Besco (Padrig ar Besko)
Tiez-embann
T.I.R.
Pajennoù
288
Deiziad embann
2021
Yezhoù
Breton
Français
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
581
Ment (cm)
25,0 X 19,0 X 2,3