• Diviet
TORKAD - Dibab skridoù tennet a lennegezh Bro-Gwened
search
  • TORKAD - Dibab skridoù tennet a lennegezh Bro-Gwened

TORKAD - Dibab skridoù tennet a lennegezh Bro-Gwened

35,00 €
Taos ebet
Kavet e vo amañ un dibab testennoù tennet a oberoù skrivagnerion a Vro-Gwened.Lod ag ar skrivagnerion-se a zo anavet, brudet zoken evit un dornad anezhe, lod arall a zo dianav pe dost.Brudet eo Loeiz Herrieu, Yann-Vari Heneu, brudet eo Yann-Ber Kalloc'h ivez. Anavet eo Loeiza ar Meliner ha Roperzh ar Mason, met bihan a dud a anav Jozeb Seveno, Anna Jehanno, Matelin ar Gallig, Pier Tangi... Ha piv en deus bet tro da lenn lod ag ar pezh a zo bet skrivet a-c'houde, lakaomp, an XVIIIvet kantved ? Stank eo neoazh ar Wenedourion o deus lakaet o fluenn da labourat : 142 skrivagnour a Vro-Gwened a gaver e levr Lukian Raoul Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien vrezhonek. Ret eo lakaat oc'hpenn an dud o deus skrivet er blezioù diwezhañ-mañ, ar skrivagnerion oberiant hiriv an deiz : ar re yaouankañ anezhe a vo kavet e dibenn ar levr-mañ, e penn ar chadenn, rak ur chadenn eo, didorr abaoe meur a gantved. Dalc'homp da labourat evit na dorro biken !
Niver
Diviet

9782916745312

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
A-stroll
Dastumerien
Anaig Lucas
Daniel Doujet
Tiez-embann
Al Lanv
Pajennoù
812
Deiziad embann
2019
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
0
Ment (cm)
24,0 X 15,5 X 0,0