Tasmant en ti
search
  • Tasmant en ti

Tasmant en ti

10,00 €
Taos ebet
Goude chomet meur a viz e Kebek setu ar skrivagner galizek Xabier Louzao o tistreiñ d’e vro. Er gêr, e Santiago de Compostela, e kav lizhiri digant e vignon Adrián Novoa, ul livour a zo o paouez prenañ ur genkiz war ar maez. Traoù iskis avat a c’hoarvez en ti : pellgomzadennoù digomprenus, kemennoù ankenius er belleilerez. En ul levr kozh en deus kavet engravadurioù. War unan en deus gwelet ur plac’h yaouank a seblant goulenn sikour…Romant anken adalek 14 vloaz. Berzh en deus graet ar romant-mañ e Galiza : abaoe 1995 ez eus bet 29 embannadur galizek, hep kontañ an embannadurioù en holl yezhoù all ledenez Iberia.Agustín Fernández Paz zo ur romantour galizek, ganet en 1947 en Villalba. Kelenner e oa pa stagas da skrivañ. Meur a briz en deus bet en e vro. Loreet eo bet ivez e 2008 gant Priz Broadel al Lennegezh evit ar Yaouankiz e Spagn. Kelenner eo bet e Vigo. Ezel eo eus Kuzul Sevenadur Galiza.   
Niver

9791090456075

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Agustín Fernández Paz
Troerien
Mark Kerrain
Tiez-embann
Sav-Heol
Pajennoù
108
Deiziad embann
2013
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
133
Ment (cm)
20,0 X 13,0 X 0,8