Tan De'i
search
  • Tan De'i

Tan De'i

12,00 €
Taos ebet
Emeur o prientiñ un arvest bras evit lidañ krouidigezh an embregerezh Tan De’i a brodu boestadoù alumetez abaoe 100 vloaz. Birvilh e-leizh a zo gant an dud er Gêr-Uzin.Rubinia Pyro, merc’h ar rener, Bohort hag Elvyn, bugale labourerien vunut er Gêr-Uzin a ’n em gav er Forest. Daou voud a zo en o c’hreiz : krennarded int, ya, barrek da dreiñ da loened. Bleiz, broc’h ha kazh-koad a ranko talañ ouzh darvoudoù dic’hortoz ha skrijus. Rak poent bras eo gwareziñ an endro ha paouez da ziskar gwez forzh pegement evit boueta an uzin.Youl, ijin hag emglev a gaso anezho war-zu ur pal : saveteiñ an Dervenn Veur, kalon hag ene ar Forest.
Niver

9782736801618

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Loeiza an Duigou
Skeudennaouerien
Anna Duval-Guennoc
Tiez-embann
Al Liamm
Dastumadoù
ZH
Pajennoù
168
Deiziad embann
2023
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
219
Ment (cm)
20,0 X 13,0 X 1,0