Sonerezh ur vuhez
11,00 €
Taos ebet
« Ur paotr, hag a welan a-skerb, a zo en e goazez dirak ur piano lostek bras, ur valizenn nikelet he c’hornioù e-tal e gador. [...] Fiñval a ra e vizied diwask war ar c’hlavier, ehanañ a reont, birvilhañ a reont, buanaat a reont o redadenn didrouz, taeriñ a reont en ur dec’hel kuit d’ar pimpêrlamm, klevet a reer ivinoù o stlakal ouzh koad ar stokelloù. A-daol-trumm, e kreizig-kreiz an todi mut-se e kouezh un dorn digabestr war ar c’hlavier hag e tifluk ur feskad notennoù. Gwelet a ran an den, lakaet sart gant an taol kleiz-se moarvat, o paouez gant e skeulennoù diheglev, o c’hoarzhin chuchumuchu, o sklokal evel ur c’hozhiad hag a vez o c’hoari ar c’hwil. [...] A-greiz-holl e komprenan emañ o leñvañ. »En un ti-gar kollet e-kreiz an Oural en em gavas an daneveller gant Aleseï, ur pianoour bet hag a gontas dezhañ e vuhez da vare Stalin. Yended hag emgarantez mab-den eo danvez ar romant-mañ, a gas ac’hanomp da bell-vro. Istor ur stourm eo, neket ouzh ur renad politikel, hogen ouzh distruj ar spered.
9782868632074
Fichenn deknikel
- Skrivagnerien
- Andreï Makine
- Troerien
- Thomas Loyer
- Tiez-embann
- Mouladurioù Hor Yezh
- Pajennoù
- 110
- Deiziad embann
- 2023
- Yezhoù
- Breton
- Skignet gant
- Coop Breizh
- Pouez (g)
- 104
- Ment (cm)
- 18,0 X 11,0 X 0,9
- EAN-13
- 9782868632074