

Boemet eo Erin gant mojenn ar Roc'h Zu. Ur roc'h divent, teñval ha lemm, brudet da zistrujañ an holl vigi a dosta outi! Ha gwir eo an istorioù a vez kontet? Un devezh, evit gouzout hiroc'h, e pign Erin e bag pesketa he mamm... Tresadennoù Joe TODD-STANTON a zo atav ken brav ha gant kalz munudoù, gant kalz livioù hag un donezon splann evit tresañ loened, da skouer. An istor brav-se a ra al liamm ivez gant stourmoù ekologel ha goulennoù liammet d’an endro.Evit ar vugale adalek 5 bloaz. Levr azasaet ouzh ar vugale disleksek.
El levr e kavoc'h ur c'hod QR da skanniñ gant ho pellgomzer hezoug evit selaou an istor. Enrolladenn produet gant KALANNA gant sikour Rannvro Breizh. Evit ar re o dije bet prenet al levr-mañ a-raok 2022 : skrivit deomp evit kaout liamm ar sonenrolladenn —> timilenn.bzh[@]gmail.com (tennañ [ ]).
Fichenn deknikel