Unan eus palioù Gwalarn a oa kinnig d'ar Vretoned, en o yezh, oberennoù-meur ar bed. Drezen a zibabas, da gregiñ ganti, daou eus pezhioù-c'hoari Aesc'hulos : "Prometheus ereet" hag "Ar Bersed". Roparz Hemon a reas e 1928 un embannadur kaer evit al labour-se, gant koadengravadurioù diwar zorn R-Y. Kreston ha Jorj Robin. Peurheñvel eo bet advoulet ganeomp, o lakaat ouzhpenn notennoù skiantel Aline Gleoneg war ar c'hoariva en Hellaz kozh.

check_circle
check_circle
Toupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ. Goût hiroc'h