Al levr-mañ a zo anezhañ un dastumad a 888 pennad gant Martial Menard bet embannet da Sul er gelaouenn Ouest-France etre 1998 ha 2016.Pep kronikenn a zo diwar-benn ur ger brezhonek. Displegañ a ra deomp an aozer en ur yezh eeun ha leun a fent sterioù hag implijoù pep ger e bed ar brezhoneg. Ur vammenn a ouiziegezh hag a builhentez war dachenn an troiennoù, an troioù-lavar, ar c'hrennlavarioù hag al lavaroù.Digeriñ d'an holl dorioù ar brezhoneg a ra Martial Menard ouzh o lakaat d'ober anaoudegezh gant spered ha ton hor yezh.Ul levr evit kement hini en deus c'hoant da c'houzout muioc'h diwar-benn ar brezhoneg, evit kement hini a zo o teskiñ brezhoneg, a oar un tammig brezhoneg pe a oar mat pe mat-tre brezhoneg. Rak ur blijadur eo antren e bed ar brezhoneg hag arvestiñ ar strinkennoù a sked ennañ. Golo : Olwenn Manac'h

check_circle
check_circle
Toupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ. Goût hiroc'h