Nag ar Gwenan?...
search
  • Nag ar Gwenan?...

Nag ar Gwenan?...

26,00 €
Taos ebet
El levr-mañ ez eus kinniget ouzhpenn 600 lizher pe gartenn kaset gant Loeiz Herrieu (1879-1953) da Loeiza er Meliner, e wreg; da lavarout eo brasañ dastumad lizheroù skrivet e brezhoneg kaset d’ar gêr eus talbenn ar brezel-bed kentañ. Al lizheroù-se a ranker lenn a-benn dizoloiñ personelezh ha temz-spered ar Barzh-Labourer, a-benn kompren war betore diazez eo bet savet e skridoù brezel all, Kammdro an Ankoù (Al Liamm, 1994) en o mesk. Ma oa tonkad an deizlevr brezel-mañ bezañ embannet ha lennet gant an holl, al lizheroù d’ar gêr, int, a zalc’h gant un danvez prevez, ul live all: hini an darempred etre daou bried e karantez an eil gant egile, hini an darempred etre un ozhac’h hag e wreg o kas labour pemdeziek ar menaj war-raok. Er stumm galleg e kavo Yann Lenner kement a zo ezhomm a-benn monet pelloc’h eget ar skridoù o-unan. A-drugarez d’ar c’hinnig heverk graet anezho gant Daniel Carré, e vo tu lec’hiañ anezhe en o amzer.An testennoù troet e galleg zo bet embannet en ul levr all: Et nos abeilles?...Daniel Carré, bet kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh en eil derez, en devoa gouestlet e labour tezenn da Loeiz Herrieu ha harpet e studiadenn war danvez ar braz eus al lizheroù kinniget amañ. Difennet e oa bet e dezenn gantañ e Skol-Veur Roazhon 2, e 1999. Abaoe e talc’h Daniel Carré da labourat war oberenn ar skrivagner hag ar Brezel Bras.
Niver

9782917681336

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Loeiz Herrieu
Tiez-embann
T.I.R.
Pajennoù
460
Deiziad embann
2016
Yezhoù
Breton
Français
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
916
Ment (cm)
25,0 X 19,0 X 3,2