Na fur na foll
search
  • Na fur na foll

Na fur na foll

9,00 €
Taos ebet

Ur plac’h oc’h en em gavout en un tren, hep gouzout ken da belec’h emañ o vont; ur paotr o weladenniñ ur c’hastell, desachet a-greiz-holl gant ur riboul kuzh; paotr-al-lizhiri o tiskoachañ korfoù tud eus an noblañs lazhet en un doare rukunus ha droch; un den krignet gant an hiraezh d’un enezenn gevrinus: holl dudennoù an danevelloù-mañ a wel islonk ar faltazi o tigeriñ e-kreiz ar gwirvoud, ha ton enkrezus ar gwallhunvre oc’h en em silañ en o buhez.A-hed an eizh danevell en em gaver war ar vevenn etre daou ved: hini ar gwirvoud kement hag hini an hunvre, hini ar re vev hag hini an Anaon, hini ar poell hag hini an touell. C’hoari a ra ar skrivagnerez oc’h eilpennañ urzh an darvoudoù hag o lakaat al lenner da gantreal en ur milendall a-zoare.Anavezet mat eo Mich Beyer evit he romantoù (en o zouez Etrezek an enez, Kan ar mein, Troiad en ifern, An dilastezer, Anna Skolan). He dastumad danevelloù kentañ eo Na fur na foll.

Niver

9782381900124

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Mich Beyer
Tiez-embann
An Alarc'h
Pajennoù
94
Deiziad embann
2021
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
105
Ment (cm)
19,0 X 12,0 X 0,7