Mordiern-Vallée 1901-1920
search
  • Mordiern-Vallée 1901-1920

Mordiern-Vallée 1901-1920

10,00 €
Taos ebet
Kenskrivañ. A-raok na deuje sevenadur ar posteloù da ren hon amzer, e veze boas tud ar skrivañ da eskemm lizheroù niverus kenetreze. Ha tud an Emsav o  deus bet graet heñvel, ha stank eo an eostad lizheroù a c’haller pennaouiñ amañ hag ahont. An eskemmoù-se ne oant ket tonket da vezañ embannet, ha seul briziusoc’h a se int dre ma roont barn pe mennozh war darvoudoù o mare gant ar re o devoa produet anezhe. Pinvidik int eta  : diwar-benn ar yezh, evel-just, ha da gentañ penn he flas er gevredigezh hag er c’helenn, pe c’hoazh ha da vat diwar-benn roll al lennegezh vrezhonek en ur bed digoroc’h-digor, hep ankounac’haat munudoù ar vuhez pemdeziek.Al levrenn gentañ zo gouestlet d’an eskemmoù etre Frañsez Vallée ha Meven Mordiern (Reun ar  Rouz), adalek penn-kentañ ur c’hantved nevez betek dilerc’hioù spontus ar Brezel Bras (1901-1920). Tud o  devoa bevet reveulzi ur gevredigezh hag he mont endro, met ivez tud o  devoa bevet ur vignoniezh divrall hag a dlee merkañ da vat dazont normativadur ar brezhoneg. Div bluenn a-bouez en istor sevenadurel, lennegel ha sokial ar brezhoneg. Gant al levrenn-mañ, e c’haller kompren gwelloc’h petra ’oa stad an traoù a-raok na deufe Gwalarn (1925) pe c’hoazh Grand dictionnaire français-breton F.  Vallée (1931) war-wel.
Niver

9782381900186

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
François Vallée (Frañsez Vallée)
Meven Mordiern (Abherve)
Dastumerien
Herve Seubil gKernaudour
Tiez-embann
An Alarc'h
Pajennoù
116
Deiziad embann
2022
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
160
Ment (cm)
20,5 X 14,5 X 0,7