Le breton des rives de l'Aven et du Bélon
search
  • Le breton des rives de l'Aven et du Bélon

Le breton des rives de l'Aven et du Bélon

28,00 €
Taos ebet
Nebeut a skridoù zo bet embannet diwar-benn brezhoneg gevred Kerne. Dre ginnig yezh teir c’humun eus ar vro-se (Banaleg, Rieg ha Molan) e pedomp ac’hanoc’h deoc’h ober gwelloc’h anaoudegezh gantañ. Rannet eo al levr-mañ en ugent chabistr lec’h ma pleder gant dodennoù a denn da mab-ben, da gorf an den, d’e endro, d’an douar ha d’ar mor.Ouzhpenn ul listennad gerioù eo al levr-mañ. Ar c’heriaoueg kinniget (war-dro 5 000 pennger) zo klokaet gant skouerioù a bep seurt, troiennoù, rimadelloù, troioù-lavar… Er pennad-digeriñ eo kinniget perzhioù dibar brezhoneg ar vro-se. A chabistr da chabistr e vez kaoz eus ar c’hleñvedoù, an amzer o tremen, ar pesketa sardin, an avaloù-sistr…Blaz ha blazig c’hoarzh zo bet kaset da benn gant tri den eus kêrioù lec’hiet war harzoù ar vro studiet (Banaleg, Rieg, Molan), anezho animatourien Stajoù Brezhoneg Koad-Pin, o deus kenlabouret evit lakaat war wel pinvidigezh yezh o c’horn-bro.Mona Bouzec zo a orin eus Rieg hag ar brezhoneg zo he yezh-vamm. Renet he deus stajoù brezhoneg abaoe ar bloavezhioù 1970. Savet he deus un hentenn evit deskiñ ar yezh, Selaou Selaou, ha skrivet he deus kontadennoù, troidigezhioù…Jos Goapper zo a orin eus Banaleg ha brezhoneger a-vihanik eo ivez. Kelenner biologiezh eo bet ha kas a ra en-dro beilhadegoù e brezhoneg e Konk-Kerne abaoe bloavezhioù.Yannick Souffez zo a orin eus Molan ha mestr-skol eo en ur skol kentañ-derez.
Niver

9782916835860

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Jos Goapper
Mona Bouzec
Yannick Souffez
Tiez-embann
An Alarc'h
Pajennoù
520
Deiziad embann
2017
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
1,015
Ment (cm)
24,6 X 19,0 X 3,7
EAN-13
9782916835860