Keal Doue war-lerc'h Auschwitz
10,00 €
Taos ebet
“...ar gudenn n’eo ket gouzout hag-eñ ez eus eus Doue, hogen eus peseurt Doue ez eus anv. An dalc’h eo gouzout penaos e zoareañ. Hag ez eo an Natur , an Hollved, an Danvez, pe neuze hag ez eo ur Bersonenn, ur Spered ? Ma tegemerer ar vartezeadenn gentañ, hon eus c’hoazh d’ober gant an Tralen, gant « l’Absolu », evel ma lavar ar galleg a-ziwar al latin absolutus, eleze pezh a zo dizalc’h, distag, dreistampleg. An Natur , an Hollved, an Danvez ne c’houlakaont amplegad ebet, daveadur ebet. Aroueziñ a reont an hollad eus kement a zo pe a c’hoarvez, kenkoulz cosmos ar stoikianed, to pan Epikouros, summa summarum Lucretius ha Natura Spinoza.
Padal, an Tralen-se n’eus dezhañ na soñjerezh nag emskiant na youl.”
Sed amañ an eil eus ur rummad testennoù berr a-walc’h o tennañ da gudennoù a brederouriezh, goude Prederouriezh pe Philo-Sophia. Savet eo bet ar skrid gant Fañch Kerrain hag an notennoù gant Yann Talbot.
Graet eo bet al levrioùigoù-mañ da gentañ evit al liseidi a zesk ar brederouriezh dre ar brezhoneg met soñjet ez eus bet ivez e kement hini en defe c’hoant da astenn e varregezh war ar brederouriezh hag ar c’heriaoueg.

9782868631664
Fichenn deknikel
- Skrivagnerien
- Fañch Kerrain
Yann Talbot - Tiez-embann
- Mouladurioù Hor Yezh
- Pajennoù
- 140
- Deiziad embann
- 2013
- Yezhoù
- Breton
- Skignet gant
- Coop Breizh
- Pouez (g)
- 130
- Ment (cm)
- 18,0 X 11,0 X 1,1
- EAN-13
- 9782868631664