Tri skrid a vezo kavet el levr-mañ. Tri skrid savet e yezh Yuzevien Reter Europa. Un danevell ha div varzhoneg hir. Kan war wallazhadeg ar bobl yuzev gant Itsc'hak Katsenelson. E kêr an anaon gant Laned Shapiro. Ar berniad gant Perets Markish. Tri skrid war an hevelp danvez: ar c'has hag al lazh. O kontañ penaos eus ar progromoù e-tro 1900 e bro-Rousia, eus ar re a c'hoarvezas e-pad an Dispac'h Ruz du-hont, e teuer da euzh Treblinka. Tri skrid troet gant Batia Baum ha Koulizh Kedez.

check_circle
check_circle
Toupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ. Goût hiroc'h