Karnedoù un ergerzhour difiñv
search
  • Karnedoù un ergerzhour difiñv

Karnedoù un ergerzhour difiñv

14,00 €
Taos ebet
« E gwirionez ne c’heller lavaret ec’h anavezer mat ur gêr nemet pa vezer troad-ouzh-troad gant ar boblañs. Daremprediñ bemdez paour ha pinvidik, kozh ha yaouank, lart ha treut, bihan ha bras, kamm ha tort, fur ha foll, eno emañ ar gwir zalc’h, » eme Herve Gouedard er pennad-skrid kentañ a c’heller lenn en dastumad-mañ. A-drugarez da Herve Gouedard, baleer-bro kizidik hag aketus anezhañ, e c’hellomp kantreal un tamm e pep lec’h e Breizh, Sant-Brieg ha trowardroioù porzh al Lege evel-just, ha pelloc’hik Binig, Plerin, Porzhig, Sant-Ke, Beg-an-Arc’houest...War ar memes tro e reomp anaoudegezh gant tud a bep seurt, martoloded, barzhed, reuzeudien, tud vrudet evel Yann Gonan, Louis Guilloux, Jules Verne pe Turner ha kaout un tañva saourus eus istor hor bro dre e gantreadennoù niverus ha liesliv.
Niver

9782736801458

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Herve Gouedard
Tiez-embann
Al Liamm
Pajennoù
224
Deiziad embann
2020
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
284
Ment (cm)
20,0 X 13,0 X 1,8