Karavell, un dibab 16 danevell
search
  • Karavell, un dibab 16 danevell

Karavell, un dibab 16 danevell

12,00 €
Taos ebet
Setu amañ un dibab 16 danevell e brezhoneg bet skrivet a-hed ur c’hantved pe dost gant skrivagnerien a bep seurt, darn anavezetoc’h eget darn all (Herve Bihan, Alan Botrel, Per Denez, Daniel Doujet, Yann Fulub Dupuy, Maï Ewen, David ar Gall,Yann Gerven, Roparz Hemon, Maguy Kerisit, Goulc’han Kervella, Jakez Konan, Jef Philippe, Annaig Renault, Jakez Riou). Gant an diouer a gelennadurezh lennegel e brezhoneg a zo er skolioù dre vras, en devo al lenner evel-se un tañva eus ar pezh a c’heller dizoleiñ en hor yezh er rummad “danevelloù”, un doare skrivañ priziet kenañ gant ar vrezhonegerien, koulz gant ar re a skriv ha gant ar re a lenn. An dibab danevelloù-mañ a gaver troet e galleg gant Mich Beyer en ul levrenn all e ti an embanner, hag e-se e c’hallo al lennerien diampart kavout ganti un tamm harp.
Niver

9782916835327

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
A-stroll
Tiez-embann
An Alarc'h
Pajennoù
218
Deiziad embann
2011
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
217
Ment (cm)
19,0 X 12,0 X 1,6