Kaour ar Barzh, Galeour
search
  • Kaour ar Barzh, Galeour

Kaour ar Barzh, Galeour

14,00 €
Taos ebet
Kaset e vezer gant Fulup Lannuzel da-heul Kaour ar Barzh e mare kriz an Dispac’h gall hag ar Sponterezh. Tamallet ez eus ouzh an haroz bezañ bet o skignañ kanaouennoù enep-republikan war ar marc’hadoù ha bezañ gant ar soñj adsevel ar rouantelezh e Frañs. Setu eñ kaset dirak Lez-varn Dispac’hel Brest ken hirisus he brud, hag eñ kondaonet d’ar Galeoù. Eno e raio anaoudegezh gant forsaled all eveltañ, chouaned lod anezho, enebourien d’ar republikaned, c’hoant gante tec’hout kuit an abretañ ar gwellañ.Etre Montroulez, Brest ha Gwerleskin e vezimp kaset oc’h heuliañ Kaour, hag eñ o kejañ gant rummadoù disheñvel ar gevredigezh-se : bourc’hizien binvidik, kouerien gwellaet pe gwashaet o stad gant an Dispac’h, kargidi onest pe forc’hellek... pep hini o klask e du e freuz ha reuz an amzer-se.
Niver

9782736801472

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Fulup Lannuzel
Tiez-embann
Al Liamm
Pajennoù
250
Deiziad embann
2020
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
284
Ment (cm)
20,0 X 13,0 X 1,9