Goude Kan an enez c’hlas e kinnig deomp Alain Durel un dastumad nevez haiku divyezhek, Kan ar Mor-Bihan. Pe e vefe war inizi ar pleg-mor pe e chapelioù kozh dilezet, er festoù-noz pe er pardonioù, e sioulder tarzh-an-deiz pe el liorzhoù en o bleuñv, e klask ar skrivagner taolenniñ, gant un nebeud gerioù, e skiant-prenet eus ar beurbadelezh en ur serr-lagad. An distro d’an traoù simpl eo e varzhoniezh, d’ul lavar ordinal ha da gig ar bed, ur varzhoniezh kouerien Breizh, uvel ha didro, enni elevez ha fent mesk-ha-mesk, ur varzhoniezh treuzet gant kevrin ar vuhez, o souezhiñ dirak kaerder an traoù simplañ.Gant ar poltredoù kemeret gant ar skrivagner ez eo Kan ar Mor-Bihan ur gwir blijadur evit an dud e karantez gant ar varzhoniezh ha gant Breizh.

check_circle
check_circle
Toupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ. Goût hiroc'h