Zulian zo ur paotrig kentoc’h fall baket e lod a pa za e 1835 da gaeraat douaroù Bod-Marc’h e bro ar segalegi : dall, paour ha divamm. Neoazh eh a e vuhez d’eilpenniñ an deiz ma vo roet dezhoñ, get e dad, ur flipo a brezant.Dre ar sonerezh e c’hellay sevel e gein ha degas birvilh ha from e buhez ar re ’rall da-heul.Ur veaj tre e diabarzh un den enta, « unan ha ’gleve kan ar gwenen a pa lipa mel, » ur sailh en amzer a-gent ivez, etre daou skrapad “Napoléonville”, d’ar c’houlz ma oa bet digoret get galeourion un erv e kalon ar vro evit leuskel kanol ar Blavezh da gas, dre dreuz ar lannoù, he dour treboulet d’an c’hwez, d’ar gwad ha d’an daeroù

check_circle
check_circle
Toupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ. Goût hiroc'h