Ne oa ket ral ar skridoù troet diwar ar galleg gwechall, nemet ne oant ket lennegezh peurliesañ. Er c’hantved-mañ e pleder muioc’h gant arz ar skrivañ ha setu skridoù a zindan pluenn unan eus mistri an danevelliñ, Guy de Maupassant. Norman ha Parizian e oa, ha beajiñ a reas ivez e Breizh, Provañs, Korsika, Aljeria. En holl vroioù-se e skrivas diwar-benn maouezed.« Anaoudegezh a ris gant an Itron de Jadelle e Pariz, en hañv diwezhañ. Kenañ e plijas din raktal. Hec’h anaout a rit avat kement ha me… ho tigarez… tost kement ha me… Gouzout a rit pegen pennadus eo-hi, ha barzhonius war un dro. Eeun he doare ha fromidik he c’halon, maouez a youl, disuj he spered, hardizh, leun a intrudu, dispont, dirakvarn e pep keñver, ha, koulskoude, milis hec’h ene, milzin, feukidik, tener hag elevezek. » (Ar prenestr)

check_circle
check_circle
Toupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ. Goût hiroc'h