Ur plac’h yaouank eus an Arvor eo Hervelina Geraouell, leun a vuhez, kizidik, dizalc’h ha lemm he spered. Emañ war he studi e Roazhon, gant ar soñj mont da gelennerez. Eno e ra anaoudegezh gant Anton Benneg, mab un noter a Sant-Tegoneg. Diwan a ra ur garantez don ha gwirion etre an daou ene yaouank-flamm. Entanet int o-daou gant ar yezh, ar vro, al lennegezh, ha daremprediñ a reont metoù an Emsav evel ma oa er bloavezhioù 1920. Doan hag enkrez a gresk enne avat pa ziskouez kalon Anton bezañ rannet etre e santimantoù ha pouez e familh, a ren ur vuhez strizh ha difaltazi, merket don gant ar relijion hag an hengoun.

check_circle
check_circle
Toupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ. Goût hiroc'h