Hag un den ez eus anezhañ
13,00 €
Taos ebet
Ganet e voe Primo Levi d’an 31 a viz Gouere 1919 e Torino ha d’an 11 a viz Ebrel 1987 ez eas d’an Anaon, e Torino ivez, kêr vras hanternoz Italia. Unan eus brudetañ dreistbeverien ar Shoah eo bet. Yuzev italian anezhañ, kimiour dre e vicher, da skrivagner ez eas a-benn diskouez, treuzkas ha displegañ e skiant bet prenet e kamp peurlazhañ Auschwitz, ma voe toullbac’het e Monowitz e-kerzh ar bloavezh 1944. Dizispleg e chom e varv. Lod a lavar ez eo ur gwallzarvoud al lamm en deus graet en e skalieroù, lod all a soñj dezho eo en em lazhet.Skrivet en deus Primo Levi « Hag un den ez eus anezhañ » (Se questo è un uomo) gant ar soñj e oa liammet dreistbevañ ha testeniañ. War e veno e oa bet rakjedet gant obererien ar Shoah, ouzhpenn klask enulliñ ur bobl en he fezh, ez afe an torfed e poull an dinac’h hag an ankounac’h, ur wech echu ar brezel. En un danevell skrijus, fromus, terrupl, savet diwar vall, e ro deomp da anavezout buhez pemdeziek kamp Auschwitz ha stourm ar brizonidi evit talañ ouzh ar spont n’en deus anv ebet dezhañ. Dezrevellañ a ra, dre fedoù ha munudoù en tu all d’an dic’houzañvus, petra eo bet dizenekaat an eneoù hag ar c’horfoù.
9782868631749
Fichenn deknikel
- Skrivagnerien
- Primo Levi
- Troerien
- Serj Richard
- Tiez-embann
- Mouladurioù Hor Yezh
- Pajennoù
- 244
- Deiziad embann
- 2015
- Yezhoù
- Breton
- Skignet gant
- Coop Breizh
- Pouez (g)
- 310
- Ment (cm)
- 20,5 X 14,5 X 2,0
- EAN-13
- 9782868631749