Gwenn-kann, du-bran, ruz-tan
search
  • Gwenn-kann, du-bran, ruz-tan

Gwenn-kann, du-bran, ruz-tan

5,00 €
Taos ebet
Tout blanc, tout noir, tout rouge…, a vez lavaret e galleg.E brezhoneg  e c’houzer ober gant  gwenn-kann, pe un hanter zousenn a droiennoù damheñvel, hag ouzhpenn du-bran e c’haller distagañ un dek lavar ken brav all, hag e-lec’h  ruz-tan e reer ivez gant  ur pemzek doare ken plijus an eil hag egile .En dastumadig-mañ bepred e kaver ur 600 skouer bennak tapet eus oberennoù a bep seurt, deuet a zindan  un toullad pluennoù brudet (re Luzel, Milin, Perrot, Priel, Yeun ar Gov, Gros ... ), lavaroù bet klevet gante digant brezhonegerien o amzer, hag implijet  goude en o skridoù evit hor brasañ plijadur.Lakomp eta an troiennoù-se da vevañ, greomp gante ha skignomp  anezhe d’ar seizh avel, ma vefont klevet  goude e genaouioù hon bugale, dezhe da sevel re all, ma karont,  diouzh o ezhomm. En eil lodenn  al levrig e kinniger  un toullad troiennoù diazezet war an adlavaroù.En trede lodenn e kaver troiennoù-keñveriañ, gant evel, disheñvel diouzh ar re c’hallek alies.
Niver

9791090456648

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Mark Kerrain
Tiez-embann
Sav-Heol
Pajennoù
86
Deiziad embann
2023
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
123
Ment (cm)
20,5 X 14,5 X 0,6