Feulster... Nann!
search
  • Feulster... Nann!

Feulster... Nann!

9,00 €
Taos ebet
Tri c’hoarier yaouank, en-dro dezho war al leurenn, arvesterien ken yaouank all. Gerioù divalav, jestroù skoemp. Selloù kalet, selloù kollet. Feulster ! Peadra da brederiañ war un danvez skrijus, ur gwir binim evit hor c’hevredigezhioù.E 1997 e oa bet savet Offsring, ur raktres evit kizidikaat an dud yaouank 12-25 bloaz ouzh ar c’hoariva e yezhoù minorelaet Europa. Er bloaz-se e c’hoarvezas un darvoud mantrus e kêrbenn Bro-Friz : drouklazh ur c’hrennard gant ur strollad tud yaouank. Fromet ha feuket voe an dud gant ar feulster-se.Gewelt... Nee! – Feulster... Nann ! – a voe savet ha c’hoariet el liseoù dreist-holl.Troidigezh Goulc’han Kervella, rener Ar vro Bagan, kentañ strollad brezhoneger a vicher, a ro tro da bep hini da lenn, da zisplegañ pe da c’hoari Feulster... Nann ! Ra dapo krog hor yaouankizoù brezhoneger er pezh-c’hoari etrebroadel-mañ.
Niver

9782736801243

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Jan Veldman
Troerien
Goulc'han Kervella
Tiez-embann
Al Liamm
Dastumadoù
Anfin
Pajennoù
43
Deiziad embann
2017
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
50
Ment (cm)
11,0 X 18,0 X 0,4