E Koun Youenn Drezen
search
  • E Koun Youenn Drezen

E Koun Youenn Drezen

19,00 €
Taos ebet
D’ar mare ma ne oa ket internet na kennebeut ar pellgomz eo dre lizher ha dre ar paper e eskemme an dud. Youenn Drezen a oa kelaouenner ha war an dro merour Gwalarn, Kornog, Skrid ha Skeudenn. Gouzout a rae ober e vicher : derc’hel, troc’hañ, renkañ. Ur chañs eo evidomp : etre 1917 ha 1972 eo kantadoù a lizheroù en deus bet resevet digant izili an Emsav sevenadurel.An teñzor-se en deus sachet evezh izili Bodad-lenn Ti ar vro Kemper ha pelloc’h, ha furchal e-barzh da gaout mel da roiñ boued d’ar vrezhonegerien kar o yezh. Loeiza an Duigou, Padrig an Habask, Bernez Rouz, Éamon Ó Ciosáin, Tudual Huon, Jorj Abherve-Gwegen, Yann Guillamot, Jil Penneg, Fulup Lannuzel a ginnig deoc’h ur sell nevez war brantadoù buhez Youenn Drezen liammet kaer gant emdroadur ar vuhez sevenadurel vrezhonek e kalon ar c’hantved tremenet.   Taolenn1. Drezen-Riou-Kerrien :    hadenn ar yezh o kellidañ e Bro-Spagn, gant Bernez Rouz2. Youenn Drezen hag Emgleo Sant Iltud, gant Jorj Abherve-Gwegen3. Beaj Youenn Drezen en Iwerzhon 1925 :    ar C’hendalc’h Etrekeltiek, gant Éamon Ó Ciosáin4. Drezen ha Le Courrier du Finistère, gant Jil Penneg5. Jakez Kerrien etre Feiz ha Breizh (1917-1931), gant Bernez Rouz6. Youenn Drezen hag ar Seiz Breur, gant Tudual Huon7. Ar merc’hed e oberenn Youenn Drezen, gant Loeiza an Duigou8. Youenn Drezen, arzour an deskrivañ, gant Fulup Lannuzel9. Lusk ar beurunvaniezh, gant Padrig an Habask10. Youenn Drezen da seizh avel an ideologiezhioù, gant Bernez Rouz11. Youenn Drezen dastumer en e amzer, gant Yann Guillamot
Niver

9782916745497

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
A-stroll
Tiez-embann
Al Lanv
Pajennoù
402
Deiziad embann
2022
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
430
Ment (cm)
18,5 X 12,5 X 2,2