Tachenn dibourvez ned eo ket douaroniezh hor bro evit a sell ouzh an embann brezhonek... Evelato n'eur ket kennebeut evit fougeal bezañ diwar re. Deuet-mat e vo enta labour Gwenole Bihannig, dre ma teu da greskiñ ar bern. Salv ma vezo diskibien niverus dezhañ ha tud all o pleustriñ tachennoù all eus ar skiant en hor yezh.Talvezout a ray al labour-mañ er skolioù brezhonek kentañ-penn, er skolajoù peurgetket. Hogen bez' e c'hello ivez skolaerien ar c'hentañ derez tennañ splet anezhañ. Zo kaeroc'h, nep zo e zudi gant douaroniezh hag armerzh Breizh, hag eñ bezañ aet eus ar skol ur pelloù bras pe vrasoc'h zo, a gavo ennañ peadra da astenn e ouiziegezh gant plijadur.

check_circle
check_circle
Toupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ. Goût hiroc'h