• Diviet
Diwar dorgenn Karreg-an-Tan
search
  • Diwar dorgenn Karreg-an-Tan

Diwar dorgenn Karreg-an-Tan

11,00 €
Taos ebet

A-hed e vuhez e oa bet Yeun ar Gow (1897-1966) o chom en e vro c’henidik, e Pleiben hag e Gouezeg. Deuet e oa da vezañ ur mestr war ar c’homz-plaen, gantañ ur brezhoneg ampart ha pinvidik a zo ur skouer a yezh klasel. E-touez e oberennoù anavezetañ e c’heller menegiñ E Skeud Tour bras Sant Jermen, eñvorennoù yaouankiz, hag ar romant Ar Gêr villiget.En dastumad danevelloù-mañ e kaver dreist-holl kontadennoù bet klevet gant an aozer en e yaouankiz, ha bet adskrivet gantañ, warne doare konterien an amzer wechall. Kontañ a ra ivez darvoudoù c’hoarvezet gantañ e-pad an eil brezel bed.Skridoù bet embannet e meur a gelaouenn, evel Gwalarn, Sav pe Bleun-Brug, kement ha re all bet kavet war e lerc’h, a zo strollet en adembannadur-mañ. 

Niver
Diviet

9782868632012

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Yeun ar Gow
Tiez-embann
Mouladurioù Hor Yezh
Pajennoù
214
Deiziad embann
2021
Yezhoù
Breton
Skignet gant
PLM Diffusion
Pouez (g)
320
Ment (cm)
20,5 X 14,5 X 1,4