Disoudardet
search
  • Disoudardet

Disoudardet

9,00 €
Taos ebet
En ma-unan emaon fenoz kement hag e c'heller bezañ gant an-unan. O soñjal ennoc'h holl, ennout, e Breizh ken pell. Un tenn trumm, yudadennoù ar marv hag ar follentez nemetken a ziskouez emañ en noz er-maez, an arsailh trubard a ro n'ouzon ket peseurt c'hoant put da vevañ ha da garout...Lizhiri ur soudard o tont eus ar brezel, dic’houest d’en em ober en-dro en e vro, un den kozh a rank seveniñ ur bromesa bet graet 40 vloaz a-raok, unan all o kuitaat an hent bras hag en em gavout en ul lec’h dianav dezhañ, ur skipailhad tud o klask skrapañ un den tamallet torfedoù a-enep Mab-Den, ur paotr o stourm ouzh ar razhed en e di p’emañ ar freuz hag ar reuz o ren er-maez, unan all rediet da sevel ur film dindan pemzektez. Tudennoù disheñvel met tonket holl da vont war-raok ha da dalañ ouzh ar skoilhoù lakaet war o hent.
Niver

9782955154168

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Lan Tangi
Tiez-embann
Barn ha Skrid
Pajennoù
104
Deiziad embann
2022
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
146
Ment (cm)
20,5 X 14,5 X 0,0